Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/318

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 262 -


   — Petra newe ’zo c’hoarvezet,
M’oc’h deut da Gemper d’am guelet ?

   — Netra newe n’ ’zo c’hoarvezet,
M’on deut da Gemper d’ho cuelet,

   Nemet ho tousic Fransezan
Zo chommet war he gwele clanv ;

   Nouet eo ha zacramantet,
’Baoue dec’h eiz de tremenet.

   — It war ho troad, dre ar parcou,
Me iel war varc’h, dre an hentchou.


IV


   Cloarec Rozmar a vonjoure,
’N ti ’r Rolland coz pa arrue :

   — Demad ha joa hol en ti-man,
Bew ha iac’h eo an dud en-han ?

   — Bew ha iac’h eo an dud en-han,
Nemet ho tousic Fransezan ;

   Nemet ho tousic Fransezan,
’Zo chommet war he gwele clanv.

   — Reit d’in eur pennadic golô,
M’in d’c’hoûd hac hi m’ anavezo...


V


   — Demad d’ac’h, ma dous Fransezan,
Na chanchet braz eo ho cavan.

   — Pelra ve d’in n’ ven ket chanchet,
P’on êt tri de zo a vuhez ’r béd?...

   Cloarec, setu ar wirione
A lâran d’ac’h abeurs Doue :

   Breman a vefet grêt bêlec,
Ha ’n hoc’h offern genta varwfet ;

   En hoc’h offern genta varwfet,
Ha neuze veomp unanet !


Mac’harit Fulup. — Plûnet 1868.


_____________