Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/322

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 266 -


   Va goalen ha va mouchouër,
Digassit d’in, cloarec, d’ar gêr,

   — Ho coalen hac ho mouchouër,
A vezo casset d’ec’h d’ar gêr ;

   Hac eur vech all, c’hui, bezit fur,
Na reit netra d’an avantur ;

   Na lezt netra d’vont en avel,
Ken veoc’h sûr ho servichel.




CAON AR VESTRÈS MARO.
____


   Didostaët, tud iaouanc, ma clewfet ma c’hlemmo ;
Roët d’in, mar zo moïen, zoulajamant d’am poanio.

   Allas ! gwal diès ê zoulajin ma speret,
Deuz eun tourmant ken braz na eus ket a remed.

   Maro ê ma mestrès, maro ma esperanz !
Adieu d’am flijadur ha d’am hol c’honfianz !

   Adieu d’am iaouankiz, adieu d’am flijadur !
Me ’m eus ho c’hollet hol, en eun ober eun heur.

   Pa zonjan en desseign am boa mont d’hi gwelet,
Seblantout ra d’in dont da verwel, bep momet.

   Ar c’homzo grasiuz dimeuz ma c’harante
A dreuz d’in ma c’halon, evel lanz pe gleze.

   Hol armo deuz ar bed, clezeïer, zabrigno,
Na c’hortoët pelloc’h ! achuet ma dezio !

   Me a c’houlenn monet da balès an Drinded,
’Lec’h am bô al levenez c’hoaz eur vech d’hi gwelet.

   An douster deuz an dour o redec dre ’r c’hoajou,
Tôlet ha distôlet partout dre ar riviero,

   Na baouez, noz na deiz, da droublin ma speret,
O tigass a zonj d’in ouz ma muian caret.