Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/328

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 272 —


WAR BONT ANN NAONET
____


Pa oann war bont ann Naonet,
      Lon la !
Euz a em divertissa,
   Ma luron lurette !
   Ma luron lura !

   Ha me rancontr ma mestrès
War ar pont o ouela.
   Ha me c’houlenn digant-hi :
— Petra eo d’eoc’h gouela ?
— Ma gwalenn aour, emezhi,
   ’Zo couezet er mor, ama.
— Petra rofet-hu d’in-me,
   Ha me ’iel d’hi zapa ?
— Hanter cant scoed, emezhi,
   Roïn, a galon vad.
Hac ar c’henta plonjadenn,
   N’hen eus gwelet netra ;
Ha d’ann eil plonjadenn,
   Er sabran eo touchet ;
Ha d’ann dervet plonjadenn,
   Ar walenn ’n eus touchet ;
D’ar bedervet plonjadenn,
   He galon ’zo beuzet.
He vamm a oa er prennestr,
   O sellet diout-han :
— Ha possubl’ve, einezhi,
   A ve ma mab beuzet !
War ann aod ann Naonet,
   He gorf ’zo bet cavet ;
Bars en berred ann Naonet
   Ez eo bet douaret.
War galon ann den iaouauc,
   Eur wezenn a zo savet ;
   War galon ar plac’h ioouanc,
Eur rosenn a zo savet,
   El lec’h e tiskenn bemdez
Roue al laboused ;