Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/334

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 278 —


PENHERÈS PENNANEAC’H
(EIL GWEZ)
____


   Me ê pennherès Pennaneac’h,
A zo itron bars en peb lec’h,
’Zo manet diouz dorn ar Roue,
A zo o vewan en paourente.

   Gwasa maneur a ris biscoas
A oe cousked gant eur manac’h ;
Gant eur manac’h am eus cousket,
Hennès hen eus ma rouinet ;

   Rac brema, pa valean bro,
Lârer manac’hès ac’hanon.
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Me rink caout eun acoutramant,
Eur c’harronz aour ha passemant,
Ha mont da vale dre ar vro,
Da glasq unan am c’homerro ;

   Mes ha pa valefenn ar bed,
Evit parti na gavfenn ket.
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

   En palès ar Roue pa arrue,
Ar roue Franz a salude ;
Hen salude, heb daoulina,
Hennés oa eun hevelep tra !

   — Salut d’eoc’h, Roue, Rouanès,
Me ’zo deut iaouanc d’ho palès.
— Petra newentiz oc’h eus grêt,
M’oc’h deut ken iaouanc d’hon gwelet ?