Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/336

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 280 —


   — Me ’zo deut aman a galon vad,
Da c’houl’ ho mab Dauphinn, mar ’man en oad.
— Ann oad na vezo ket sellet,
Nac ar galité ken neubed.

   Me ’c’h a da scrivan eul lizer
. . . . . . . . . . . . . . . . . .


(Incomplet.)
Keranborn, Plouaret, en 1844.


______________



MARGODIC AR C’HELENNEC.
____


   Margodic ar C’helennec a lavare d’he zad :
Me n’in ket d’ann offern, pa n’am eus ket dillad ;

   Ma vijenn en Kerleino, me vije gwisket mad,
En satinn, en voutouz, bep sort dillad a stad [1] ;

   En satinn hac en voulouz, en damas marellet,
Rubano war ma botou, ’vel ann dimezelled.

   Ann aotro a Gerleino a lavare d’he vroeg ;
— Mar vijeac’h-hu contant, ’m bije c’hoas eur pried ;

   Margodic ar C’helennec a gavan ’zo plac’h coant,
Ma squeud a welan dreizhi, pa dremen dre ma c’hambr [2]

   Ann itron a Gerleino, o vont d’ann offern-bred,
Margodic ar C’helennec a deveus ranconlret:

   — Lavaret d’in, Margodic, ha c’hui a ve contant
Da donet da Gerleino da ober plac’h a gambr ;

   D’ober guele ann aotro, ha da scuban he gambr,
Coulz ’vel da gousked gant-hen, Margot, p’hen defo c’hoant?

  1. En satin hac en voulouz, bep sort dillad a stad,
    Eur bahut ru violet da lacad ma dillad.

  2.    — Na me na rajen caz ha pa pije daouzec,
    Peneverd d’ho pugale, a ve dizenoret.