Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/338

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 282 —


   — D’ober guele ann aotro, itron, me ’zo contant,
Met ’vit da gousked gant-hen, me n’em eus ket a c’hoant.

   Neb a welje Kerleino dindan he raisinenn,
O son gant eur c’hontre-baz, en he zorn eur werenn [1],

   O clasq debauch Margodic, allas ! hac hen eus grêt !
Margodic ar C’helennec a zo eur plac’h manquet.

   Mar ’m eus-me bet Margodic, me ’m eus hi faeet mad,
Pemp cant scoed en aour melenn em boa roet d’he zad ;

   Pemp cant scoed en aour melenn em boa roët d’he zad,
Ha d’ec’h kement-all, Margot, vit caout ho graso-mad ;

   Semizettenn d’ar vagerès, ha maillurenn d’ar mab,
Cant scoed en corn ar c’hawel, vit lacad rusquellad.

   P’arrujeac’h em zi, Margot, me em boa bougedenn,
N’hi dougje ket ma hoqueton, na ma incane gwenn ;

   N’hi dougje ket ma hoqueton, na ma incane gwenn,
Ma c’hi hi dougfe brema, divas ha disenclenn !


______________



IVONNAÏC AR GED
____


I


   — Piou ê honnont ’zo vond gant ar ru,
Gant hee lêro zeï, he boto du ?
   Ladirou ladira tra la la ! (bis)

   — N’ê honnont Ivonnaïc ar Ged,
Perc’henn mado, perc’henn gened ;

  1. Var : Neb a welje ann otro dindan eun ivinen,
    O sôn gant eur violans, Margot war he varlenn ;

      O sôn gant eur violans, Margot war ho varlenn ;
    O clasc déhauch Margodic ziouas ! deut ê a-benn !