Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/346

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 290 —


   — Ha p’am he cant all, en aour melenn,
N’aïo ket a gernio war ma fenn.

   — Daouest did pe guitad ar vro,
Pe eureuji Radic Salio.

   — Mar rinkan cuitaët ar vro,
Balamour da Radic Salio,

   A rin d’ar plom ma teuint en-dro,
En Kermaner ha war he dro ;

   En Kermaner ha war he dro,
Hac en-dro d’ho justaucor, aotro ;

   Rac pa ve trempet ma scudellad,
Mar hi debran, hi c’havan mad ;

   Mar n’hi c’havfenn mad, hi lezfenn,
Ha na forsan ’n ezhi war den.

   Radic Saliou ’zo dimezet,
Ann aotro Kermaner hi d’eus bet.

   Radic Saliou a lâre
Da Lafleuri, eno neuze :

   — Me as laco mestr breman em zi,
Hac a roïo d’id eur veureri.


____________