Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/354

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 298 —


   P’ee René Lambal dre ar c’hoad,
A vije heuillet euz he voad ;

   P’ee René Lambal dre ann hent,
A vije heuillet penn-da-benn.

   René Lambal a lavare,
Er gêr, d’he vamm, pa arrue :

   — Grêt ma guele, ha gret-han ez,
Rac ma c’halon a zo diez ;

   Rac ma c’halon a zo diez,
Cregi ’ra kiès ma mestrès.

   — Meur a-wech ’m eus ho kelennet,
Ann tu a-dreon euz ar c’hezec ;

   Ann tu a-dreon euz ar c’hezec,
Ann tu a-raoc euz ar merc’hed !


Canet gant Mac’harit Fulup. — 1868.

______________



RENÉ LAMBAL
(EIL GWEZ)
____


I


   René Lambal, ar paotr bihan,
Hec’h a bemde, goude he goan ;

   Hec’h a bemde goude he goan
Da gass ho gezec he c’hunan.


II


   Renean ’r Fur a lavare
D’he breur henan, eun dez a oe :

   — René Lambal ’zo bet aman,
Ha n’on para ober out-han.