Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/356

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 300 —


   — Ma c’hoaric, ouzin-me zentet,
Zentet ouzin hac hen tapfet.

   Et da nean ’bars er gambr wenn,
Stignet eur péch en ho parlenn,


III


   René Lambal a vonjoure,
’N ti ar Fur coz pa arrie :

   — Bonjour ha joa hol ’en ti-man !
Ha debret hec’h ê coan aman ?

   — Ho ! ia, René, debret ê coan,
Didostaët da gad an tan.

   — Bonjour ha joa holl ’en ti-man,
Ma dousic coant pelec’h eman ?

   — E-man o nean er gambr wenn,
René Lambal, et d’he c’hichenn.

   En he c’hichenn p’ê arriet,
Da drei ar c’harie hec’h ê et ;

   Tapout he vrec’h en he c’herc’henn,
Hac he dorn all en he barlenn ;

   He dorn er barlenn pa ’z eo êt,
Ar pech bihan ’zo distignet.

   — Otro Doue ! ma c’halon gês,
Dentet ê kies ma mestrès !

   Bop ma ’c’h a René dre anu lient,
Chom da gonsidcri rout ann dent ;

   Bop ma ’c’h a René gant ar prat,
C’heuiller he roujou, deuz ar goad.


IV


   René Lambal a lavare
D’he vamm, er gêr, pa arrie :

   — Grêt d’in ma guele, grêt-han êz,
Rac ma c’halonic ’zo diêz ;

   Ma c’halonic a zo diêz,
Dentet ê kiès ma mestrès !


_____________