Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/358

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 302 —


CLOAREC RIWAL
____


I


   Ann aotro ar c’homt a Gergudon
Braoa den iaouanc ’zo er c’hanton (bis.)

   Bez’ eo eun den fur, eun den prudant,
Ar c’haeran euz ann dud iaouanc. (bis.)

   Hen eus choazet evit mestrès
Eun dousic coant, eur benherès ; (bis.)

   Eun dousic coant, eur benherès,
Na ê na nobl na bourc’hizès. (bis)

   Ar benherezic a lâre
D’he lezvam gri, eun dez a oe : (bis)

   — Kempennit ma bouclo arc’hant,
M’in da dansal gant ma douez coant. (bis)

   — N’ê ket ’vit dansal gant ar c’hloarec
Hoc’h eus ho abit wenn gwisket ; (bis)

   Ann aotro ’r c’homt a Gergudon,
Hennès a garet ’n ho calon. (bis.)

   — N’ê ket perc’henn tregont mil scoed leve
Gommerro eur plac’h veldon-me. (bis.)


II


   ’N aotro ar c’homt a lavare
D’he baotr marchosi, en de-se: (bis.)

   — Aozit ma c’harronz d’in er-vad,
N’in ket d’ar pardon war ma zroad. (bis.)

   ’N aotro ar c’homt a vonjoure,
El leur-nevez pa arrue : (bis)

   — Demad ha joa hol er vandenn,
Piou honnès gant hec’h abit wenn ? (bis.)