Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/60

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —



En deiz all e voèle calzic,
Hac hirio o c’hoarz da vammic.

Toutouic la la, va bevic,
E creiz e creiz da rosennic.

Da nizal d’ann nef, va êlic,
Na zispleg ket da askellic.


Dastumet gant ann abbad Ab-Grall.

______________



AR GRAMPOEZERÈS
(SONIC CAWEL)
____


Eun daou pe tri dervez a zo
Ema va zoaz crampoez e go — Ac’han !
Ema va zoaz crampoez e go.

Rac va c’heuneud a zo er c’hoad,
Ha va bouc’hal a zo didroad — Ac’han !
Ha va bouc’hal a zo didroad.

Ha va aman zo er marc’had,
Ha va bleut zo c’hoaz o valad — Ac’han !
Ha va bleut zo c’hoaz o valad.

Ha va spanel e Montroulès,
Ha va rozel o Keraës — Ac’han !
Ha va rozel o Keraës.

Ha va zrebez e Landreger,
Ebars ar c’hovel oc’h ober — Ac’han !
Ebars ar c’hovel oc’h ober.

Ha va fillic zo e Perroz,
Allas ! setu deuet au noz — Ac’han !
Allas ! setu deuet an noz.


[The cambrian quaterly magazine
vol. II (1830) p. 40.]


________