Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/62

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


MARO AL LAOUENAN
(SONIC CAWEL)
____


   Ann dez-all o vale oann bet,
Eul laouenan em boa tapet.

   Pa oa tapet, tapet a oa,
Oa laket er c’hraou da larda.

   Pa oa lardet, lardet a oa,
Clasket ar c’higer d’hen lac’ha.

   Ar c’higer hac he vevelienn,
Holl crient forz, war bouez ho fenn ;

   Na oant ket evit hon derc’hel,
Pa welas tont paotr ar gontel.

   Pevar c’har hac hi houarnet
Zo êt d’gass he blun d’ann Naonet ;

   Ha c’hoas a zo chomet er gêr,
D’accoutri pevar gwele caër.

   O tistreï ac’hane d’ar gêr,
Me am boa gwelet c’hoari gaer ;

   Gwelet ar fubu o torna,
Hac ar c’heillen o tiblousa ;

   Ar c’haz oc’h ober tro al leur,
Tric’houec’h logodenn ouz he c’heul ;

   Tric’houec’h logodenn hac eur raz,
Soudenn ho dô buhez ar c’hâz !

   Couskit aze, ma mabic me,
Ken savo ’n heol en bec ar gwez.


Canet gant Mari Clech, en Loguivy-Plougraz.
— ann 11 a viz duf 1863.

______________