Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/64

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —



SONIC CAWEL
____


Bin baon cloho !
Marv ê Jego,
Gant re govad goadegenno,
Hac interret en toul ar pri,
Hac êt he bennic gant ar c’hi.
Eat ê Mari war he lerc’h,
Gant eur vichenn bara minus kerc’h :
— Deuit d’ar gêr, kiès keaz,
Dalit bara, dalit leas,
List he benn gant Jogo geas.
Seiz torz vara hen doa debret,
Hac eur vanniad bara draillet,
Hac eur podad leaz caoulet,
Hac eur vichenn bara kerc’h,
C’hoas e selle war he lerc’h,
C’hoas a lâre Jego moan
N’hon devoa ket bet he goan !…

______________



AR PEMP BIZ
(C’HOARIEL)
____


Heman ê ar prad,
A oa peuret gant ar c’had.
Heman redas,
Heman dapas,