Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/70

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —



— Gwiadéric traon ar woaz,
Deuit da vet-on warc’hoaz,
Da ober dillad d’am c’haz ;
Ha ma c’hi c’hommo en noaz.

Guillemette Plassart. — Er C’hloastr.
(Finistère).

______________


C'HOARIEL ALL
____


Dip ha Dipa, Dipadoup !
Man ma c’haz o néa stoup,
Ha ma iar o néa zéï,
Ha ma c’hog o cana dehi ;
Ann houidi dorn eus dorn
O cas toaz d’ann tiforn ;
Hac al louarn war leïnn ann ti,
Oc’h ober ul lez d’ar gwaï.




PATER NOSTER DIBIDOUP
____


   Pater noster dibidoup,
’Man ma c’haz o néa stoup,

   Ha ma c’hi war leïnn an ti’
’C’h aoza boued d’ann houïdi ;

   Ann houïdi dorn euz dorn
O cass ann toaz d’ann tiforn,

   Ha ma mamm war greiz ann hent,
O crial forz war he dent ;

   Ma zad coz, en tâl an tan,
’C’houll para a vô da goan :