Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/76

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —


ZON AR C’HAZ
____


   Me ’m eus eur c’hazic bihan rouz
Ha na re ket nemeur a drouz. [1]

   — Gant he dent a wigouro [2],
   Jardi vilgo,
   Calz a joa
      Wigoura !

   Me raïo gant he zaoulagad
Eul lunédo da berson Prat : [3]

   Me a raïo gant he geïn
Eur c’har da charréad meïn ;

   Me raïo gant he galon
Eur music da rei d’ann itron ;

   Me raïo gant he eskern
Pemp cant bulzun ’wit ar stern ;

   Me raï’ gant he vouëllo
N’ toullad mad a rubano,

   Me raï’ gant he dreid a-dren
Eur skeul da bignal en env ;

   Me raï’ gant he dreid araoc
Eur vaz iod hag eur vaz ribot ;

   Me raïo gant he groc’henn
Bonet d’lacad war ma fenn ;

  1. Var : hac a zo tignouz ha picouz
  2. Gwigoura, c’est grincer, à la façon d’un essieu mal graissé.
  3. On ajoute quelquefois :

    Me a raïo gant he fri
    Eur c’huistellic da Herri ;

    Me a raïo gant he dent
    Eur porrastel war ann hent.

    Me raï gant he bewar droad
    Péder vaz da daboulinad.