Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/80

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


Gant ar c’haz a vô tapet,
   Er bod, er bod ;
Gant ar c’haz a vô tapet,
   Mar n’ dec’h ket !


Jannet Plassart. — Montroules.

______________



PATER NOSTER DEBIDORE
____


   Pater noster debidoré,
Marw ê kiès ar Baloré,
Kement kiès ’zo ’r parlamant
’Zo bet hol en interramant,
Nemet kiès Iann ar Gô,
Honnes n’ê ket bet wardro,
Ha kiès ar Chevalier,
A deus torret he gouzouc,
O lampad dreist eur scalier.

______________



AN TER C’HADIC
____


   Eur c’hadic, diou c’hadic, ter c’hadic rouz
A oa en noz-man er bern plouz ;
Warc’hoaz da noz refont arre,
Mar gallan, me dapo anhé.

   Eur c’hadic, diou c’hadic, ter c’hadic wenn
A oa en noz-man er bern foenn ;
Warc’hoaz da noz vefont arre,
Mar gallan, me dapo anhé.