Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/90

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —


— Leret-hu d’in, Annaïc, petra a vezo gret,
   Wirlan ! — petra vezo gret

Gant ar picolen gwiad, pa vezo dispennet,
   Wirlan ! — pa vezo dispennet ?

— Nac eun inviz d’an ozac’h, hac eur roched d’ar wreg,
   Wirlan ! — hac eur roched d’ar wreg,

Hac eun tammic bezgolc’had, mar mân tammic a-bed,
   Wirlan ! — mar mân tammic a-bed.

— Leret-hu d’in Annaïc, ha n’oc’h eus ket a geûn
   Wirlan ! — ha n’oc’h eus ket a geûn,

O welet ho tiou gavric o peuri deuz ar c’hleûn,
   Wirlan ! — o peuri deuz ar c’hleun ?

O welet ho tiou gavric, ho tiou danvadez-lès,
   Wirlan ! — ho tiou danvadez-lès ?

En ti ho tad, Annaïc, a zo tric’huec’h buc’h-lès,
   Wirlan ! — a zo tric’huec’h buc’h-lès !

— Me am eus pot ha pillic, neubeud a darbodou,
   Wirlan ! — neubeud a darbodou,

Hac eur c’hantelour mélen, da zerc’hel ar goulou,
   Wirlan ! — da zerc’hel ar goulou !


Mari-Anna Noan.
Duault.



ZON AR IAR
____


   Êt ê ma iaric er wéenn,
      Landari !
   Penos rin-me d’ezhi diskenn ?
Toudaritita, toudaritita, tra la la !
    ritila, tra la la !

   Skeï bruzun bara ’n plass ann ti,
Laret d’ar iar : piti ! piti !