Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/100

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —


Na n’et jamès da gass d’ar gêr
Merc’h Guegan, muntrerès ar ier,

Pe c’hui ho pezo zur, hep mar,
Sertenic zoubenn ar goz iar !


Fanchon Mao.


____________



COG LOUIS PADEL
____


   En ti Louis Padel eo e-man
Brawa cogic ’zo er vro-man.

   Canan a ra dimeuz ann noz ;
Ma cousc he dud, na eo ket caus.

   Canan ra d’hê, deuz ar beure,
Da zevel e-mès ho guele.

   He lezrou a zo melenn glaz,
He vrago a zo taffetas ;

   He bluanigo ’zo ken dous
Evel ar zeï pe ar voulous ;

   Tuntan ma int picareef :
Biscoaz he bar n’am eus gwelet.

   Hol dud ann ti ’zo ’nem glevet :
Ouz ar c’hog hol ez int fachet,

   Ispisial Izabellic,
Honnès garfe ve maro mic.

   — Caer ’c’h eus, ’mezhan, beza plac’h coant,
’N em didromplet, merc’hic iaouanc,

   Me a zo coant, kercoulz ha c’hui,
Hac a gano ’n heur ma carin ;

   Hac a gano ’n heur anter-noz,
Hep mont na pelloc’h na tostoc’h.