— Atô, Itron, na mar credfenn
Dogani ’n aotro, hen grafenn.
— Iannic, Iannic keiz, gra eta.
— Itron, me ho trugareca.
P’hen doa ann aotro doganet,
Iannic keiz a oele bepred ;
Hac an Itron a c’houlenne
Digant Iannic, p hen gwele :
— Iannic, Iannic, lavar d’in-me
Perac, paotric, ma oeles-te ?
Atô, Itron, na mar credfenn
Lâret d'an aotro, hen grafenn.
— Iannic, Iannic, na lavar ket,
Ha me roio did tri c’hant skoed.
— Itron, ho roït d’in eta…
Itron, me ho trugareca.
Iannic Mihiec na oele ken,
Hac hec’h eas-cuit ’vel eun den.
Canet gant eur c’holist, en bourk Plougonven, 1864.
Jannedic a lare, en penn an ale :
— Me n’on ket deut aman ’bars ma c’haëra gre ;
Me n’on ket deut aman ’bars ma c’haëra gre,
Me am eus ’bars ar gêr cotillon newe ;
Me am eus ’bars ar gêr cotillon newe,
’Zo tric’huec’h kemener hi ’c’hober ’n eun de :
C’huec’h a zo o tailla, ha c’huec’h o wriad,
Tri o polissenni, ha tri o plenad,
Ha c’hoaz a zo manet na dimeuz ho zrenv
Da staga tri c’hlochet war ann diadren ;