N’det ket dre ma leur,
Da voustran ma fleur,
Côl, pour hac ognon,
Zivi ha cresson ;
Tolet plouz en tan,
M’ho cuelin, ma mignon !
Intanvez Peutite — Kerbors.
Ma mije eun tammic amzer,
Pluenn, ha liou, eun tamm paper,
Me gomposje eur chanson, a vije diread,
War zujet eur plac’h iaouanc, hi deus bet calonad.
He mamm deus hi c’honsideri,
Eun de, a c’houlenn diganthi :
— Terrupl ho cafan chanchet, ma merc’hic Madelon !
Ho pisaj a zo melenn evel eun tamm sablon.
Ma merc’h, m’ho peus eun nep clenved,
Nac ouzin-me hen anzavet.
Me a iel ractal en kêr, d’vit eur meudeusin mad,
Na ma merc’h Madelonic, evit dont d’ho cuellâd.
— Ma mamm, kent ewit ma guellâd
Ve rèd caout eur paotr dilicad,
A zo êt d’ann Itali, eun neubeud amzer ’zo,
Ha, mar na retorn d’ar gêr, ma c’halon a ranno.
— Me ’zo ganec’h-hu souzet,
Pegen abred ez oc’h manket ;
Na oc’h nemet c’huezec vloaz, o crigi en seitec,
Me zonje d’in a vagenn eur plac’h fur ha parfet.
— Na, ma mamm, ma oc’h eus zonj mad,
Ez oac’h manket er memeuz oad.
Na oac’h nemet c’huezec vloaz, o crigi en seitec,
Pa poa contragnet ma zad, ma mamm, d’ho comerred !