Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


III


Na pa oant êt ho daou ’n ho guele,
Savas caus ann dimezi gant-he. — Aou !

— Pe-seurt dimezellic ez oc’h c’hui,
Na pa gomzet d’in a zimezi ? — Aou !

— Me n’on na dimezell nac itron,
Me ez eo ho touz cloarec Simon ! — Aou !

Ha varc’hoaz ar beure, beure mad,
Me iel d’ho coulenn digant ho tad. — Aou !


IV


— Roït d’in ho merc’h, pe na ret ket,
Eun nozvez gant-hi am eus cousket. — Aou !

— Na ma peuc’h-hu gret ann nozvez kenta,
C’hui a reï ann eil, ann diveza, — Aou !

C’hui a rei ann eil hac ann drede
Ha betec ar maro, goude-ze ! — Aou !


____________


GUILLAOUIC AR FLOC’H
O COVESAD HE VESTRÈS
____


   Eur plac’h iaouanc a barous Prat,
      Rei tra lira tranliralalaineu !
A sao eur gwener, beure mad ;

   A sao beure mad, eur gwener,
      Rei tralira etc...
Da vont d’ar foar da Landreger,

   Ewit prenan eur walenn c’hlaz,
Da rei en presant da eur goaz.