Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/150

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 134 —


   — Dalit ’mezhi, ar walenn-ze,
A roan d’ac’h dre amitie.

   Ar goaz a oa traïtour ha finn,
Hi c’homerras, en eur c’hoarzinn.

   — Ho caret em eus, hac a rin c’hoas,
Abalamour d’ho coalenn c’hlaz.

   Ma mestrezic, mar em c’haret,
Deut da govès, noz Nedelec ;

   Deut da govès, me iel’ ive,
Vefomb hon daou ’n doujanz Doue.

   Mont eure a-raoc en ilis,
Gwiskan eure eur surpilis ;

   Eur bonnet-carre war ’he benn,
Wit rei d’he douz ann absolvenn.

   Ar plac’h iaouanc a lavare,
Er govesion pa daouline :

   — Mea culpa, mea culpa !
Ma zad, me gonto d’ac’h eun dra :

   Ma zad, disket d’in ar secret
D’ober d’ar goased ma c’haret ;

   D’ober d’ar oased ma c’haret,
Carout a ran neb n’am c’har ket.

   — Ma merc’hic, d’in-me lavaret
Piou ê ann hini a garet ?

   — Guill’ ar Floc’h ma muia caret ;
Carout a ran neb n’em c’har ket.

   — Ma merc’hic, ’vit ho pinijenn,
C’hui deui bemdez d’ann offerenn,

   Evit lâret ho chapelet,
M’ho pô Guill ar Floc’h da bried.

   Ma merc’hic, ho pedi a ran
N’efet ket da gommunian,

   Ken ho pô bet ann absolvenn
Digant unan ar vêleienn ;

   Tre m’oc’h absolvet ha na oc’h,
Oc’h etre daouarn Guill ar Floc’h.

   — M’em bije gouvet ho toare,
N oann ket bet deut aman fete.