Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/152

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —


   Me reï d’ho c’hrizio a zec’ho,
Vel ma ra ar grizio louzo ;

   Me ho lacaï da dizec’ha,
’Vel ar c’hanab da didilia ![1]


Canet gant Mari-Jann Fregean. — Pédernec,
miz Gwengolo, 1888.


____________



MARIVONNIC AR FLOC’H
____


   Barnabas coz a lâre, eun de, d’he vab Ervoan :
— « Comerret Marivonic, pa oc’h eus bet ar boan ;
« Comerret Marivonic, p’oc’h eus hi offancet,
« Rac m’am bije grêt se, me ’m bije hi faëet..

   — « Pemp cant scoed en aour melenn am eus roët d’he zad,
« Pewar c’hant da Varivonn, ’wit he bolonte vad,
« Pemp scoed ’n eur c’hawellic, da lacad luskellad,
« Tri ’n eur chaquedenn nevez, pa vô arri en oad. »

   Na pa ’c’h a Marivonic, ar sul, d’ann offerenn,
Ve hed ann diou, ann ter heur, lacad collinettenn ;
Na pa ’c’h a Marivonic, ar sul, d’ann offern-bred,
lavar paotred Plouillau : « Arri fleur ar merc’hed ! »

   Ruz ez eo he diou-jodic, ha glaz he daoulagad,
Mil boan a ra d’am c’halon rincoud dont d’hi c’huitâd;
Mil boan a ra d’am c’halon rincoud dont d’hi c’huitâd,
Kerliès ma sonjan en-hi, ’teu ’n dour em daoulagad.

  1. Var. : — Ha possubl ve digant Doue
    Ve Guill ar Floc’h ave aze ?

       — Eur wez-all, bezet muioc’h fur,
    Roït ho amitie gant musur.

       — Eur wez-all, me vô muioc’h fur,
    Me roï ma amitie gant musur ;

       Gant eun hanter poell me vuzuro,
    Ha dre vuzur just me roïo.

    Pleudaniel.