Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/172

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 156 -


MAMM ANN AVALO
____


 
— Dampet vô ma violans ! e-me ar zonerrienn,
Rèd vô zevel eur chanson war sujet eur weenn !

Ar ween-man zo plantet war vordic eur rivier,
’Bars eun tam parrous vihan, dremdost da Landreger[1].

Redec a ra he grouïo partout dre ar c’hoajo,
Glaz ê ’vel eur c’hlizinen, ha carget a avalo.

Tapout crog en he branco zo pec’het veniel,
Tanvad deuz he avalo a zo pec’het marwel.

Nac eur bagad pichoned, o vont treuzec ar c’hoad,
Zo pozet war he branco, ha manet cousket mad ;

Eur bagad chasseerrien a zo bet tremenet,
Hac ha deus bet anleuvet darn deuz ar pichoned ;

Hac ar peur-rest a gane, gant eur vouez a oa trist :
— « Marw mamm ann avolo ! na evfomb ken a gist !

« Met breman ni a iello da Vourdel, da wit gwinn,
« Nac ann tan difoueltr biken d’ar vro na deufomp ken !


Ma’harit Fejer. — Plourio.


____________
  1. Une autre leçon donne ici le couplet suivant:

       Ar weenn ’zo bet plantet war vord ann abaty,
    Me gred eun abat iaouan a gommand warnezhi.