Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 160 -
ZON AR MEZWIER
____
Mar peus c’hoant da glewet mizer,
Deût da zilaou zon ar mezwier.
Me ’m oa pemp cant scoed a leuve,
Tout ec’h on deut abenn an-he ;
Car, killoro, ha cazec wenn,
Tout ec’h int êt em c’horzaillenn ;
Eur vuhic vriz, euz ar gwella,
Hac a dije daou lue ar blâ [1] ;
Nao forc’hel vihan war ma gwiz,
Tout ec’h int êt gant ann hostis.
Me am eus pemp a vugale,
N’am eus tam bara da reï d’hê ;
Mes pa rencjenn redec en noaz,
M’am bije gwinn, me evje c’hoaz !
__________
- ↑ Une autre leçon ajoute les deux vers suivants :
Eur iaric wenn am boa ive,
Hac a dewe daou û bemde.