Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 172 -


N’omp ket ’vit terri pennou ier,
N’eman ket ganemp hon bijer ;
Hon bijer er gêr zo chomet,
Da domma en tâl ann oaled.
            Donnè...

N’omp ket ’vit tremenn ar poullo,
Gant aoun da c’hlebia hon lêro.
Evit ’nem difenn deuz ar c’hi,
Indan he lost boutit ho fri.


Charlès Mallégol.
Montroulès, 1876.


____________



DALLIC LEON
____


   Eun dallic coz deuz a Leon
’Zo melanconi en he galon,

   Abalamour d’he vennio,
’N eus anleuvet ann aotrô Gô.

   Na neus bêlec ebars ar vro
Evel hennont, bêlec ar Gô

   ’N eus anleuvet ann instrumant
A diverriss ann dud iaouanc ;

   Memes amzer, ar re oajet,
’Zo chalmet hol deuz he glewet.

   — En em gonzol, ma dallic paour !
Ha pa goustfe d’in dec louis aour...

   Ar Pab ha me ’zo mignoned :
Bars tri de me reï dit gweled ;

   Ha, war ma feiz a den-gentil,
Me a reï dit caout da ousti !

   Para difenn d’ann dud dansal,
Pa oa permetet gweach-all ?