Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/190

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


   N’eo ket difennet gant Doue,
Na gant escop, na gant roue,

   Dansal d’ar zul ha d’ar goelio,
Nemet epad ann offisso.

   David a approuas ann dans ;
Dirac ann arc’h allians,

   A dolas he vantel royal,
Wit bea lijer da dansal.

   Pa lac’has David Goliat,
Permette Doue ann ebat,

   Deuz a bep-sort instrumancho,
Tambour, bombard ha bennio.

   Lezomp eta bêlec ar Gô
Da gonta faribolenno !…


____________



ANN NEEREZED
____


Tostaït da zilaou cana,
Na p’am eus amzer da rima,
Da glewet eun disput chocant,
Zavet entre diou blac’h iaouanc,
Ewit ar blawez tremenet,
Asamblès en eun neadec.

Tregont plac’h a oant o nea,
Hac o clewet ann disput-ma,
Hol a larjont a oant contant
Vijè grêt eur zôn divertissant,
Abalamour d’ar c’homzou vil
Ho deus lâret ann eil d’eben.

En peb bro a weler ar c’hiz,
Commun e-touez ar iaouankiz ;
Nep ’n defe plac’h en neadec,