Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/20

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR VERC’H HAG AR VAMM
____


   Selaouet hol, ha selaouet
Eur zôn ’zo newez gompozet ;

   Eur zôn zavet a newez flamm,
A zo grêt d’eur verc’h ha d’he mamm.

   Zavet ’zo disput etrez-he,
Da c’hoûd pini a zimêje.

   — C’hui, ma mamm, ’zo erru en oad,
Hac a zo poent d’ac’h parfetad.

   — Tawet, ma merc’h, na gomzet ket,
Pe me roïo d’ac’h war ho pec ;

   Pe me roïo d’ac’h war ho pec,
Hac ho tisco da wall brezec !…

   Fachet ar verc’h, êt en coler ;
Partia a ra euz ar gêr.

   Mes evel ma oa eur pez-fall,
Ec’h es d’ober eun dro en Gall.

   Homan oa zod, c’h es war he lerc’h :
— Dizro, ha deus d’ar gêr, ma merc’h !

   Dizro, ma merc’h, ha deus d’ar gêr,
Te as po paotr, pa t-eus affer.

   Me lezo ganid ar vicher,
Na pa ’z out capabl d’hi c’hober ;

   P’out capabl d’hi c’hober, de, noz,
Rac me, ma merc’h, ’zo arri coz…

   — Jezus ! ma mamm, clanvez on-me.
— Ma merc’hic, kerz en es cuele ;

   Ma merc’hic, kerz en es cuele.
— Ma mamm, ne n’an ket foeltr fete !