Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/202

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pa vô arri tud ann eured,
Arri war du ann iliz,
Mari prim a dic’halompo
Gant mancho louz he hinviz.

Cazi ’vel eur vuc’h o vresken,
A red aroc gant ar ru ;
— Hola! Jannet, Catel, Perrinn,
Soezic, Margot, deut doc’htu
Me wel o tont eured Martinn,
Deut da dremen ar revu !

— Sellet, ma c’hommer, euz honnès,
Disliwet he davanjer,
He c’holinetten hep ampès,
He c’hotillonenn re vêr.

Ha sellet euz ann denn iaouanc,
Pegen trist ê he vrago !
He doc ’zo brassoc’h eget-han,
Ha calz re hir he voto ;
Eur goz gilettenn ’zo ganthan
War eur roched en pillô !

Pa vô ar vroeg paour guillioudet,
Diwar he bugel kenta,
E van Mari ken estonet !
— Petra? nao miz ’zo dijà

Me sonje d’in oa ann eured
D’al lun goude pardon Pol ;
Allas ! pa na ve diwallet...
Allons ! grêt a deus ann tôl !...
Hep beza ma digemenet,
Ann dra ze a gavan drôl !...

Pa glew Mari cloc’h ann iliz
O c’hervel ar vadeziant,
Mari, gant eun troad ’n’he botès,
A c’haloup dirac ar chantr :

— Dre valeur, n’oc’h eus ket ezom,
Gant eur vouez ’zo ken raouet,
Da zicour cana n’ Te Deum