Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/204

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —

D’ar bugel newez c’hanet ?
Gant he c’hommerezed e chom
’N kichen scalier ar verred...


____________



ANN DUDGENTIL FRESQ
____


   Clewet eur pemp pe c’huec’h couplet a zo zavet a newe ;
Ann dudgentil fresq ê ’r sujet, ar matier hac ann danve,

   A ra calz a estonamant d’ann hol dud dre ar c’hartier,
O renonz d’ho habillamant ’vel ma ra ann êr-wiber ;

   O renonz d’ho habillamant ’vel ma ra ann êr-wiber,
Ha coulscoude aroc breman a oant eun neubeud dister.

   En eun nozwès, evel cresson, me ho gwelis diwoanet,
Pe ôtramant evel contron, en mesc hoed drouc-sêsonet ;

   Pe ’vel scabello tonseged, diwoan dre gorrupzion ;
Pe ’vel eur stereden lostec a weler en horizon ;

   Pe ’vel eur stereden lostec, a weler en horizon ;
Mar vent hol en priz eur gwennec, n’ dalvefent ket ho ranson !

   — Pellât duze, tud diboellet, dimezelled a wall rass,
Neb ho cuel o tougenn kebel glefe torrin d’ac’h ho fass !

   Lest ar c’hebel gant ann noblans, pere a gle ho dougenn,
Ewit oc’h apparchant awalc’h beza coeffet en henn ;

   Ewit oc’h apparchant awalc’h beza coeffet en hen ;
Ho mammo-goz, bed ho amzer, a douge coeffo leoienn.

   Pellât duze, tud diboellet, dimezelled a wall chans !
Na piou hen eus ho kelennet da em wiskin en cadans ?

   Ho tud coz, aroc dira-z-oc’h, oa douerrien dandrouinn,
Kigerrien marc’h, ha spazerrien, ha guiaderrien balinn.