Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 190 -


   Kigerrien marc’h, ha spazerrien, ha guiaderrien balinn,
Croërerrien, trafikerrien ar pez van er gribinn.

   N’eus ket merc’h eur scubelaër, armolut, pe marmiton,
Pe lazer-môc’h, pe pillawer, gement na doug ar c’hrêpon.

   Ar chass stotte gant ann danjer, darn a grie: hola ! lard !
O weled merc’h eur fricasser hac hi guisket en brocart ;

   O weled merc’h eur fricasser, hac hi guisket en brocart,
He zad coz, a hed he amzer, a zone gant eur vombard !

   Mar deufe ho zud decedet a-newe flam da vewan,
Pa em gavfent d’apparissan, sertenn deufent da zemplan,

   O weled mascaradenno o tonet en ho frezans,
Tregont mil merc’h scubellaër o caoud ann hardians

   Da lacad jobilinenno ha da gerzed en cadans ;
Ho zadou coz, hed ho amzer, oa zonerrien violans !


Canet gant Jannet Ar Gall, Keraborn,
Gwengolo, 1849.


____________



AR C’HIZ NEWE
____


   Pa oan dizul ar beure o vont d’ann offerenn,
Ha me’ clewet eun envnic o canan ’n eur wezenn.
                     Alarette lon la !

Na ma lâre ann envnic, ken coantic dre he iez :
— Wit ar bloa n’ vô ket êzet anveout he vestrès ;

’Wit ar bloa ’n vô ket êzet anveout ar merc’hed,
Rac, kercoulz paour vel pinvic, hol ez int dic’hizet.

Eur robennic ru velenn a vô rèd da gavet,
Eun davanjeric bihan hac hen turturaillet [1].

Eul lêro zeï violet a vô war he diouc’har,
Eur boto lêr marokin, hac hi carget a c’hloar.

Eur c’harcan aour pe berlès a vô en dro d’he gouc,
Ha dindan ann-dimezel eun hinviz lienn stoup ;

  1. Tururuillet: garni de festons de tulle,