— Na gredan ket, emezhan, am be na bleud na brenn ;
E-man ar c’hloarec dindan, al labourer war benn.
— Tawet ma zad, emezhi, m’ho c’hasso a lec’h-se.
Hac hi tistagan ’r c’hezec, ho leuskel da vale :
Hac hi retorn d’ar vilinn, o lâret d’ar c’hloarec :
— Poent ê d’ec’h, ’mezhi, goazed, mont warlerc’h ho kezec !
— Ho ! lest-int, ’me ar c’hloarec, n’ant kel e-mès ar vro ;
Pa vefomp prest de zamman, eun tu nin ho c’havo.
Setu ann eil finesse a eure ar c’hloarec,
Oc’h amari ’r zac’hadou, goude ma oant malet,
Ober eur chachet fissel war bep-hini an-hè.
War zinn kerc’hed ho c’hezec, e sortijont neuze.
Ar plac’h a iès gant eur jarr da wit bleud d’ar zac’had :
Pa welas ann amaro, hac hi lâret d’he zad :
— Rèd a vô stagan ar sac’h en pign ouz eur ordenn,
Hac hen pilad gant eur vaz, a ust d’eul linsel wenn.
Ar bôtred a oa scuizet, na oant ket êt pell-meur,
Ha mont ar c’hloarec iaouanc o lavaret d’he vreur :
— Zilaou, ma breur, emezhan, n’oun petra ’meus clewet.
Me gred ’man ar miliner o vac’hatan he vroeg.
Hi o retorn da zellet, dre eun foul oa en nôr ;
Na gredjont ket gant ar vez goulenn out-he digor.
— Lèz-int, eme ar c’hloarec, na chomfomb ket e-mès;
Pa eo gôbret hon zac’had, nin ’m omp lod ar c’hrampoès.
— ...Zellet aman, miliner, penoz ez omp glebiet !
Bet omp dre-hol o vale, ha collet hon c’hezec.
Tefall eo, deuz ar gwassan, ha pell omp deuz ar gêr :
Fenoz a rencfomp lojan en ho ti, miliner.
— Ma joa, ’me ar miliner ! Beza ’zo tri guele :
Ma roeg ha me en unan, ma merc’h en egile,
Ha setu aze eun all ha na ve den en-han.
’C’h êr breman d’ober crampoés, hac a pô da goanian.
Pa oa debret ho c’hoanio, hac hi vont da gousked ;
Ar c’hloarec a diroc’hè, mes dre he vizied,
A welas ar bennherès oc’h ober diou grampoenn,
Hac o pacan eur roched en eur bonet lienn.
Amourous ar bennherès a glefoa, en noz-se,
Dont da em divertissan gant-hi, en he guele ;
Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/220
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 204 -