Ha da ruskellad bihanic ;
C’hoas a lâran : « Depechez-vous ! »
Rac ann ozac’h a scandalou.
Da greiz-de, e canan bepred
D’ar werzed da vont da gousket,
’Dalec ho leïnn, bete merenn,
Ha, ma keront, a rant ouspenn :
Pep hini rei he volontè,
Na zoursian ken euz an-hè.
Mac’harit Grenès,
Guenezan.
AR C’HEMENER
Me garrie bea studiet
War eur matier hac eur secret
Er bed a dergondition,
Pere vlamer en peb fesson.
Da genta, ’r meliner ’ve blamet
Diwarbenn ar bleud hac ann ed ;
D’ann eil, ar serjant, gant he bluenn,
A laca liou war baper gwenn,
Hec’h a war maës hac en kêr
D’ober chasse da Bipi-Gouer ;
Ha d’ann drived ar c’hemener,
Diwarbenn ann neud, ar mezer.
Etre he rochet hac he goof,
Hec’h a gant-han eur pez etof.
Petra ’ra ’r meliner,
Pa gommanz he vicher ?