Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/246

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 230 -


Na vô carget d’ezhi he faner
Contrel da hini ar merser.
      O laer miliner, etc.

Ar merser a zoug war he chouc,
Fanchonic a zougo araoc.
      O laer miliner, etc,


N.M. Ar Braz.


____________



AR MILINER DIZOURSI
____


      De bonjour d’ac’h, ma dous Iona,
      Diga dop top top tapa fara tarina
            Doura doura dop !
      De bonjour d’ac’h, ma dous Iona,
      Ha setu me deuet ama.

   D’ho pedi da zont d’ar pardon,
Da laket joa en ho calon.

   — Re vraz enor ave d’in-me
Monet da bardona keit-ze.

   — Re vraz enor d’ac’h nave ket,
Pa ’z on deut d’ho ti d’ho kerc’het.

   — Lakit ho marc’h er marchossi :
Me a ia da nem haveï :

   Deuit d’ar crec’h da azeza,
Ha me a ia da nem wisca ;

   Me ia da wisca cotillon
Da vonet ganec’h d’ar pardon.

   O tonet d’ar gêr a-c’hane,
Me a gonto d’ac’h ma doare ;

   Me gonto d’ac’h ma zantimant :
Clewet oc’h hini am eus c’hoant.