Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/248

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 232 -


   — Me ’zo unan a daou, a dri
Dimeuz ar bôtred sans souci ;

   Unan a dri hac a bewar
Euz ar bôtred a c’hoari gaër ;

   Me n’am eus souci a netra,
Nemet c’houistellad ha cana ;

   Nemet c’houistellad ha cana,
Lacad ma milinn da vala ;

   Lacâd ma milinn d’vont en dro,
Ha starda merc’hed, a wejo.


Lucas mab miliner.


____________



ZON AR C’HIGER
____


   Eur c’higer iaouanc deuz ar Roc’h,
(Na larin ket he hano d’eoc’h,)

   Zavas eun de deuz ar beure
Ewit mont d’ar foar da Gorlay.

   Pa antreas ebars ar foar,
varc’hatas eur goz anouar.

   Na ma oa grêt ar bris total
Ar somm deuz a dric’huec’h real.

   Pa oa ’sevel gra ’r Stanc-Newe,
He c’hoz charitel a grene.

   Ar pôtr a chass, ar c’hi a grog,
Mont a ra ’r goz vuc’h war arog.

   Pa oa zavet en crec’h ar c’hra,
Cana ha c’huistellad a ra.

   Na ma lere dre he c’huistel :
« Mar garri ar goz vuc’h er gêr,