Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/260

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 244 -


SON AR BOTOER COAT
____


Ar verc’h Vargot a zo laëret
         la la !
Ar verc’h Vargot a zo laëret (bis)
Gant eur botoër coat eo êt.

Et eo gant eur botoêr coat
D’eur lojenn blouz, da greiz ar c’hoat.

Ar verc’h Vargodic a oele,
Na gafe den hi c’honsolje,

Na gafe den hi c’honsolje,
Ar botoër, hennès a re.

Hennès a lavar d’hei bepred ;
— « Tewet, Margot ! na oelet ket !

« Tewet, Margot ! na oelet !
« Coat d’ober tan na vanco ket ;

« Coat d’ober tan na vanco ket ;
« Bleut d’ôr crampos, na laran ket.

« Pa vanco dour, me iell’ da wit ;
« Pa vanco boet, me iello couit.

— « Ma vijen dimêt en ti ma zad,
Me ’m ije grêt eur fortun vad.

’M ije bet mab Kergadiaou,
’N efoa daouzec cougon en he graou,

Nac eur marc’h lard, er marchossi ;
Botoër coat n’eus foueltr hini.

Sabotier coat n’eus hini ’n he,
Met leiz lojenn a vugale.

— Ar botoër coat, pa labour,
N’eus ket affer da efan dour ;

Mès ar gwin ruz hac ar gwin gwenn,
Ar gwin ardant leiz ar werenn.

____________