Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/288

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 272 -


DISTRO EUR ZOUDARD
____


   O tistrei euz eul leur newe,
Me am boa grêt eur bromesse :

   Eur plac’hic coant ’m boa rancontret,
Hac a oa plijet d’am souhêt.

   Ha me o c’houlenn digant-hi :
— « Contant a vec’h da zimezi ? »

   — « Iaouankic mad a em gayan
Da zimezi c’hoas, er blâ-man. »

   — « Eur mouchouër zei rû fleuriet,
« Ouspenn, eur walenn alaouret,

   « Mar bec’h fidel d’ho promesse,
« Merc’h iaouanc, setu-int aze !

   « Me ec’h a breman d’ann arme,
« Na da zerviji ar Roue ;

   « A-benn eun daou vlà pe eun tri,
« Me a deuio d’hoc’h eureuji. » .....

   Setu ann daou vla tremenet ;
He zad a neus hi dimezet,

   He zad a neus hi dimezet
D’eun d’en coz ha na garrie ket.

   — « Ewit zenti euz ho comzô,
« Ma zadic, me hen kemerro ;

   « Me hen kemerro ’wit pried,
« Mès cousked gant-han na rin ket ! » .....

   Pa oa ann anter-noz o sôn,
Hi o clewet mouez eur c’hlêron ;

   Hi ’clewet mouez he zervijer,
Oa o retorn euz ar brezel.

   Ann nôr pa deus bet digorret,
En he c’herc’henn ê bet lampet ;