Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 274 -
En he c’herc’henn ê bet lampet,
Ar plac’h kerkent a zo marwet.
Neuze, d’eur mewel oa gant-han,
Hac a lârer Pierr anezhan :
« Pierri, ma mewel, zent ouzin,
« Comer ma c’hleze, gra ouzin !
« Setu aze ma hol arc’hant,
« Ive ma hol accoutramant !
« Kerz d’ar gêr ha lar d’am c’herent
« A vin marwet er regiment ! »
N’ oa ket he c’hir peurlavaret,
En he gic’henn ec’h ê marwet.....
Ha setu eun intanv coz grêt,
Ann noz kenta deuz he eured.
Marc’harit Fulup.
____________
ZON MARTOLOD
____
Pa vec’h-c’hui, ma mestrezic,
’N eur guele, cousket mad
Me a ve, ma mestrezic,
O lavigan, ’n eur vag.
Pa vec’h-c’hui, ma mestrezic,
Dre ann assambleou,
A ven-me, ma mestrezic,
O paean ma gueliou.
Marguerite Conna. — Pludual, août 1889.
____________