Ar c’habitenn lâras neuze
D’ar plac’h iaouanc, pa hi c’hleve :
— Clevit, plac’hic, n’ c’hourdrouzit ket,
Kercoulz ha c’hui oc’h eus caret ;
Rac me ’zo mab eur preizer mad,
Hac hen eus c’huec’h biz war bep troad ;
Hac a bep amzer ma zud-me
Ho deus bet talvezet ho re.
Martoloded ann Oriant
A zo meurbed pôtred friant,
Met n’ho deus ket calz a enor
’Laeres eur plac’h a doul he dor.
(Fanchon Mao.)
En Pors-Louis zo discarget
Eur vatimant carget a éd ;
Eur vatimant carget a éd,
A winis ru marigellet.
Eun dimezell coant deuz a gêr,
Ha merc’h eur grocher braz mezer,
Ha merc’h eur grocher braz mezer
Diskennas war borb ar rivier.
— « Dimezel coant, mar teziret,
Ebars er bord a tiskennfet.
Ebars er bord p’ê diskennet
Ar c’habitenn d’ei neus lâret:
— « Dimezel coant, er-fad sonjet,
Fenoz ganin-me a chomfet.
Ann dimezel coant a lere,
Na war ar pont pa bourmene :
— « Me glew ma zad euz ma gerwel
Dont d’ar gêr war dro ma bugel.
— « N’ man ket al liou war da visaj
As be cousket biscoas gant gwaz.