Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/304

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 288 -


   — N’ê ket red azeza en cador
Nag ewit lenn eun tam paper ;

   Hag ’ve ennhan tric’huec’h feuillen
Em zoa m’hen lenno penn-da-benn,

   N’oa ket ’l lizer digorret mad,
Oa an dour war he zaoulagad ;

   N’oa ket al lizer peurlennet,
Oa gant he dêlo distrempet :

   Adieu, ma mamm ! adieu, ma zad !
Biken n’ho kwel ma daoulagad,

   Adieu, kerent ha mignoned !
Na deuin pelloc’h d’ho cuelet.

   Adieu, merc’hed a Zan-Malo !
C’hui na gontfet ken ma fajo ;

   Na gret oc’h eus c’hui aliès,
Tro ma oa bew ma fennheres.


Jân ar Morvan. — Rospez.


____________



JANNET HELARI
____


I


   Jannet Helari, merc’h he mamm,
Brava plac’h iaouanc ’zo en Dinam[1]

   Ha na hall ket sevel he fenn,
Gangt ann dudjentil euz hi goulenn.

   N’ê ket eun denjentil e deus bet,
Rac eun den a vor deus eureujet ;

   Deus eureujet eun den a vor,
He ano Iann ann Arc’hantour.

  1. Variante: Brava plac’h iaouanc ’vale Dinam.