Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/306

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 290 —


II


   Iann ann Arc’hantour a lâre
D’he bach bihan, eun dez a oe :

   — Pajic, pajic, mar am c’haret,
Te ’c’h a d’ar gêr, me na an ket ;

   Te ’c’h a d’ar gêr, ’me na an ket,
Gra ma gourc’hemeno d’am pried ;

   Cass d’ei ma rochet leun a voad,
Ha lâr d’ei hi c’hannan er-vad ;

   Ha lâr d’ei hi c’hannan er-vad,
Gant ann daero hi daoulaad.

   Lâres d’ei, ma commer par,
Commer eul labourer douar ;

   Commer eul labourer douar,
Pe eur paotric coant marichal ;

   Pe eur paotric coant marichal,
Gant den a vor hi vô war var.

   Lâres d’hi rei he merc’h henan
D’an-neb hi goulenno kentan,

   Na re ket tenzaour a verc’hed,
Na int ket mad da em vired ;

   Ha cass he mab bihan d’ar scol,
N’hen disco ket da den a vor ;

   Met he mab henan, m’hen goar er-vad,
A vô den a vor, vel he dad ;

   Hac he merc’h iaouanc d’al leandi,
Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi ;

   Mado ’walc’h ’zo da reï gant-hi,
Tric’huec’h cant scoed leve ’zo em zi[1].


Canet gant Mac’harit Fulup.
Plûnet, septembre 1872.


____________
  1. Voir dans le Gwerziou Breiz-Izel, tom II, pag. 175, une version plus complète de cette pièce.