Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/312

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 296 -


AR MORTOLOD IAOUANC
____


   Mar plij ganec’h, zilaouet hac e clewfet cana
Eur zonic a zo zavet a newe ’wit ar bloa ;

   Da eur martolod iaouanc hi a zo bet zavet ;
En deiz ma oa eureujet, ê bet dispartiet ;

   En deiz ma oa eureujet ’n eus bet commandamant
Da zervijin ar Roue (rèd eo beza contant) ;

   Da zervijin ar Roue (rèd eo oboïssan),
Hac he dous coant Franceza na ra nemet goelan.

   — « Tawet, ma dous Franceza, tawet, na oelet ket,
War-benn eun neubeud amzer me deui c’hoaz d’ho kweled.

   War-benn eun tri bloaz aman, pe bewar d’ann hirra,
Me deui d’ar vro adarre, ma dous coant Francesa ;

   Ma dousic coant Francesa, me deui arre d’ar vro,
Deui ganin aour hac arc’hant, ha calz deuz a vado. »

   Ann tri bloaz ’zo tremenet, hac ar seiz ’zo ive,
Hac ar martolod iaouanc na deu ’ket d’ar c’hontre.

   He dousic coant Francesa ’zo dimezet arre :
En deiz ma oa eureujet, deus bet kezlo newe ;

   En deiz ma oa eureujet, deus bet kezlo newe,
Distro he fried kenta a oa êt d’ann arme.

   Antren en hostèlèri hen deveus goulennet :
— « En han’ Doue, emezhan, ha me a ve lojet ?

   En han’ Doue, emezhan, ha me a ve lojet ?
Arru ê ’n abardaë, n’ouzon pelec’h monet.

   Unan deuz ar mewellien hen eus d’ezhan laret :
— ’Leal, martolod iaouanc, na veer ket lojet : (bis)

Assistanted ann eured ’zo aman repuët.

   Ann den-man a bourmene ouz ann eil penn d’ann ti,
Cavoud a ra he vamm-gaër, goulenn ’ra digant-hi :

   — En han’ Doue, emezhan, ha me a vô lojet ?
Arru ê ’n abardaë, n’ouzon pelec’h monet.