Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —


   — Plac’hic iaouanc, lavaret d’in
Ha contant vec’h da dimizi ?
— Salv-ho-c’hraez, mezhi, na on ket,
Me ’zo matès gant eur bêlec.

   Roët ’m boa d’ezhi da gredi
Oann cabitenn ’n bord al listri ;
Oann cabitenn ’n bord al listri,
N’em boa gwelet biscoas hini.

   Ar c’hovesâd ’zo arruët,
Da gad ar person ez on êt.
— Aotro person, d’in-me lâret
Ha mad ez ê carout merc’hed ?

   — Madic awalc’h caroud[1] merc’hed,
Gant na vent ket minorezed ;
Me em eus unanic maget,
Aouenn em eus a ve tapet ;

   Aouenn em eus a ve tapet
En pech eun normand benaket,
Pe en chadenn ann amitié,
Faut ma ran d’ezhi liberté,

   — Oh ! pebeus fortun em eus grêt !
Caout eur plac’h a bemp mil scoed ;
Caout eur plac’h a bemp mil scoed,
Ha me n’em boa ket pemp gwennec !


Canet gant Nathalie Goasenzout,
Pleudaniel, 20 septembre 1888.


____________
  1. Var. : Debauch.