Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/326

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 310 —


   — Ma merc’hed ’zo êt da gousked ;
Ken a vo dez na zavfont ket,

   Met Berta ’zo war ann oalet,
Honnes a peo, mar keret.

   N’oa ket ar gir peurachuet
Nac ar Werc’hes ’zo arriet :

   — Bertet, Bertet, goure ma mab,
Me roïo dit eur gopred mad ;

   Zantes er Baradoz a vi,
Da oel a vo ’roc d’am hini.

   — Penoz ’c’h alfenn ho sicouri
Ha me n’am eus met bete ma as-dorn ?

   N’oa ket e gir peurachuet,
Brec’h ha daouarn defoa Bertet ;

   Brec’h ha daouarn defoa Bertet
Coulz ha hini he c’hoarezed.

   Na ’bars er c’hraou p’oant arriet
Bertet neuze deveus laret :

   — N’oa ket e gir peurachuet,
C’huec’h pilad coar ’zo allumet,

   Ha war lerc’h c’huec’h ez oa daouzec,
Rac beza oa loar ha stered ;

   Rac beza oa loar ha stered
Da c’henel Redemptor ar bed.

   Creiz tre ’n ijen hac eun azen,
Mesq eun dornad bihan a foënn ;

   Mesq eun dornadic a foënn glaz
Ez eo ganet ar Messias !


____________