Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/332

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 316 -


   En eur groaz a veet staget,
Ha gant scourjeo plom foetet ;

   ’N ho pisach sacr a vô scopet,
A dolio treid veet ruillet.

   — Ma mammic, gwir ê hoc’h hunve.
Neb a oufe hac a larfe

   Ann hunve-man, ter gwez bemde,
Ter gwez en noz, ter gwez en de,

   Biken dour na tân n’hen gwalfe,
Nac en ifern na diskenfe ;

   Tri de ha ter noz ’rôc ma varwfe,
Ouife pe heur e tesedfe.


Marc’harit Fulup. — Plouaret, juin 1885.


____________



EUR PATER
(DA LARET EN PED AMZER)
____


   Eun de ’zo deut ! Hep laked mar,
Na ’neus biscoaz cavet he bar :

   Frailla ’r veïn, dizec’ha ’r gwe,
Ha zerri ann noz da greiz-de.....

   Judas a zo prim ha buan,
O vale gant ur flammes tan,

   O vale ’n heur anter-noz
Gant eur golo ’n eur letern cloz.

   Ar Werc’hes Vari ’c’houlenne :
« Piou zo o tremen dre aze ?…

   — « E-man Jezus a Nazaret
« Ovoned gant ann tyranted !…

   Eur boud spern, eur boudic spern-gwenn
A zo gant Jesus war he benn,