Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/334

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 318 -


   Ha gant Mari eur boud spern glaz
Wit difen he mab deuz Judas.

   — « Dalet ma c’hoeff diwar ma fenn
« Wit dizec’ha d’ec’h ho croc’hen !.....

   Perjer ann ifern vo zerret,
Dor ar Barados digorret,

   Gant gras Doue, n’ vo den collet !


Mac’harit Fulup.


____________



AN TER VARI
____


   P’oa an ter Vari o wried
En jardin vraz ar Pradennec,

   Erruas ’n otro San-Iann gant-he,
Da anonz d’he kèlo newe.

   — « Ha de mad d’ec’h c’hui, ma moereb,
’C’h eus ket gwelet Zalwer ar bed ? »

   — Otro Sant-Iann, c’hui oa gant-han
Hac a dle goud pelec’h e-man ;

   — Aboue dirio da greiz-de
N’am eus ket clewet d’ezhan doare.

   Ar Werc’hez Vari, pa glewas,
Ter gwech d’ann douar a goueas.

   — Tawet, moereb, na oelet ket,
Me iello d’hen clasc, ma ve red ;

   Me dalc’ho da vale, noz-de,
Ken am o cavet mab Doue...

   P’oa ’n ter Vari ’vont gant ann hent,
Hi o rancontr eur mal iaouanc :

   — Demad d’ec’h, ’me ar mal iaouanc,
’R zalud bepred ’zo ecselant ;