Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —


TRUBUILLO ANN DUD DIMEZET
____


Saouezet braz a em gavan o sonjal pegen buhan
Hec’h a ar merc’hed iaouanc euz ho fiijadur d’ho foam.
   Scuiz a vent o vea mad,
   En defaut luskellad,
   Na sonjont ket er boan, er res
   Hen eus siouas ! eur vagères.

Eur plac’h iaouanc da zimizi, fourdeliz en he langach:
— Foei ! ’mezhi, d’ar iaouankiz, ’n bâdan ket davantach ;
   Ann noz a gavan hir ha ien,
   Pa dishunvan, n’am eus den,
   En noz, da gozeal ganin,
   Da dremen ma chagrin.

Neuze ’c’h ai ar minor iaouanc a-eneb gant he gerent:
— Foeï ! ’mezhan, d’ar iaouankiz ! dimizi a zo poent ;
   Me n’am eus ket ma enor,
   O vea ’r giz-ma minor,
   Pa na ve ma zreo em chever,
   Bezan ozac’h ha mager.

’Benn nao miz goude ’vô dimêt, pe eun draïc neubeutoc’h,
’C’h ai ann ozac’h ’n he wele, o sonjal caout repoz.
   Scoï ’reï ar boan ’n costez he vroeg,
   Ma rinco mont da redec,
   Dre ma zo prez ha labour,
   Da glasq d’êhi eun tirebout.

Neuze ’c’h aïo da gichenn he guele, ’sco eun tol war he glinn :
— Sao al lec’h-ze, coz ampoezon, ha sao war da orinn,
   Pe mar na gares ket ober,
   Me ’scoï he benn gant ar voger,
   Kent ’get ma souffran kement-all
   A boan gant eun orinn fall !

Nac a baoue ma ’z on dimêt,
   Nec’h ha chagrin, ken n’am eus bet;
   Nec’h ha chagrinn, en peb giz,
   Gant keuz, allas ! d’am iaouankiz !