Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/340

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 324 -


AR WERC’HÈS PEDET D’EUN EURET
____


   Eun ozac’h euz a blouigno,
Ia, eun ozac’h a.....

   Pinvidic a oa a vado
Ha teneric a galon ;

   Hen eus laket en he speret
er bloa-man ober eur banquet ;

   Eur mab d’ezhan ’oa dimezet.
En de diaroc he euret,

   D’ilis he barrous ec’h eo êt,
Ha d’ann daoulin ’c’h e em strinket,

   Hac antreet en oraizon,
’Wit pedi a greiz he galon ;

   ’Wit pedi ’r Werc’hès, ’galon vad,
Da zonet da euret he vab.

   Pa oe erru ann abarde,
D’he bors ’c’h eo bet êt da vale.

   ’Bars ar pors pa eo erruet,
Eur feumeulen ’n eus rancontret ;

   Eur feumeulen ’n eus rancontret,
Ha goulenn loja a deus grêt.

   — ’N ozac’h, pa glew comz ken mignon,
A zo bet trec’het he galon ;

   ’Bars en he dorn he eus croget,
ac en ti ’n eus hi conduet.

   — Deuit aman da repui,
Ho mabic bihan, coulz ha c’hui.

   Mignonès paour, debret, efet,
Ho mab ha c’hui, pez a gerfet.