— Me ’m eus daouzec a vreudeur, ho daouzec doganed,
Me ma hunan ’zo iwe,-setu eno trizec.
— Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd !
Ann noz kenta ma eured, pa gouskis gant ma groeg,
Unan bihan divazde gant-hi em boa santet.
— Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd.
Me o treï euz ar voger, em lacad da oela :
— Aotro Doue, ma Doue, penaoz a rin-me brema ?
— Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd !
— Tawet, emezhi, Jannic, tawet, na oelit ket,
N’eo ket heman ar henta, rac daou all am eus bet.
Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd !
Unan oa d’ar medecinn, egile, d’ar c’hloarec,
Hac heman ’zo ganen, d’ann diskeller kezec.
Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd !
Sao war da barlocho, sao da gernio en er,
Ha lâr a vi evurus o vale em c’hever.
Anduri, anduri, ma Jannic, a zo rèd !
Dastumet en Kersont, en parroz Berhet, en miz
Eost 1868.