O me ê gwassa dogan ’zo bet biscoaz er bed,
Am eus gopret eur mewel da gousket gant ma groeg !
O iaou ! allas !
Me eo Jann-Jannic !
O iaou ! allas !
Me eo Jann, ziouas !
Na eo ma mewel braz ’n efe ’r c’hrampouz lardet,
Ha me ’m be ar re grêz, ha graz d’in d’ho c’havet!
O iaou ! allas !... etc...
Na d’ar zul ar beure, pa laker kig er pod,
’Ve roët d’in eun ascorn, oh ia ! evit ma lod.
O iaou ! allas !... etc...
Pa ven êt em guele, tomet ganin ma flas,
A ve rèd d’in-me zevel deuz hent ar mewel braz !
O iaou ! allas !... etc...
Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !
Ar wreg hac ar mewel braz
’Zebr ar iod gwiniz hac ar farz :
Me n’am be met dour berwet, ha penn ar c’haz ebars !
Me ê ar paour-kès Jannic, ar paour-kès Jann, ziouas !
Ar wreg hac ar mewel braz
Ra bugale deuz ho gwasa,
Ha me, ar paour-kès Jannic ’n hini renc ho maga !